Douartolod, un abadenn nevez gant triad Louis Jaques Suignard
« Douartolod ». Setu ur ger nevez ijinet, met aes da gompren. Titl ur barzhoneg gant Louis-Jaques Suignard eo, a zo deuet da vezañ ivez titl e abadenn ziwezhañ. Digwener e oa war leurenn ar festival Taol-Kurun e Bei, e bro Kemperle, asambles gant ar gitarour Pablo Molard hag ar saksofonour Eliaz Le Bot. Pedet e oant bet da grouiñ ur sonadeg tro-dro d'an tem « Ton an Douar ». Buan e oa bet awenet ar c'haner deus bro Dreger gant ar c'hinnig-se...
Klevet ho peus un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas. Ma z oc'h bet desachet gant an abadenn-se e c'hellit mont e darempred gante evit programmiñ « Douartolod ».